Burtul

Burtul a oa ur strollad sonerezh doare stoner a orin eus Tregon, e Breizh. Savet e oa ar strollad gant ar vreudeur Alexandre ha Quentin Alberts, asambles gant o c'hamalad Fedia Le Grill. Krouet eo bet ar strollad e 2010 hag embannet eo bet an disparti e 2013 war pajenn Facebook ar strollad. Anavezet eo Burtul evit kinnig komzoù e brezhoneg troet war an hudur hag an darempredoù revel gant un dudenn anvet Mari-Jo. Abadennoù dic'hortoz ha diroll a veze kinniget ganto ivez. Alies e veze stlapet boued war an arvesterien pe al leurenn gant Alexandre (pesk, pastekez pe boued chas zoken).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne