Spetsnaz

Spetsnaz
military unit type class
Iskevrennad eusNerzhioù ispisial Kemmañ
StadRusia Kemmañ

Spetsnaz (rusianeg : спецназ; IPA: [spʲɪt͜s'nas]), berradur da Войска специального назначения, Voyska spetsialnogo naznacheniya distaget [vɐjsˈka spʲɪt͡sɨˈalʲnəvə nəznɐˈt͜ɕenʲɪjə] (brezhoneg : Nerzhioù amkan ispisial pe unvezhioù soudard amkan ispisial) a zo un termenadur hollek evit an nerzhioù ispisial rusian hag a vez implijet e meur a stad all abaoe diskar an URSS.

Diskenn a reont diouzh dalc'hidi Ilya Starinov, ur soudard kevarouez war an tarverezh e-pad Brezel Spagn. Kalz unvezioù spetsnaz a zo bet krouet e-pad an Eil Brezel-bed, en o zouez re an NKVD.

E-pad an URSS, an termenadur spetnaz a oa implijet evit termeniñ unvezioù soudard arbennikaet dindan urzhioù ar servij spiañ milourel GRU (Spetsnaz GRU). Hiziv ez eus e Rusia strolladoù spetsnaz all, evel re an FSB, re Ministrerezh an Diabarzh, re ar polis, re Ministrerezh ar Justis. Servijout a ra ivez an termenadur evit deskrivañ unvezioù amkan ispisial ministrerezhioù all goude fin an URSS er broioù bet en Unvaniezh, dre ma z'eo o nerzhioù evit ul lod bras un hêrez deus ar mare-se. Ar 5vet brigadenn Spetsnaz belarusian pe an Alpha group eus nerzhioù surentez Ukraina a zo div skouer anat eus nerzhioù spetnaz nann-rusian.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne